Biographie Discographie Bibliographie Presse Spectacles Concerts Contact Blog Liens

Kemener - Ripoche
Noël en Bretagne

 

Rakskrid


Kanaouennoł ar bobl : an dastumadennoł kentań.

Pa voe embannet e 1839, e stumm ul levr hepken, un oberenn gouestlet da varzhoniezh pobl Breizh, ar "Barzaz-Breiz", ne ouie ket moarvat an aotroł Kervarker yaouank nag a dabut a zegasfe an embannadur-se. Goude souezh an dizoleiń e teuas amzer ar breutadegoł entanet. Gant an amzer e seblant an traoł-se bezań aet war sioulaat hag e c'heller gwelet bremań pegen talvoudus eo bet labour an oberour-se.

Adalek kreiz an XVIIIvet kantved, diwar skouer Breizh-Veur, ha broudet gant tud anveet evel Macpherson pe Walter Scott, pe diwar skouer FinIand, gant Elias Lönnrot ez aio war greskiń un tamm e pep lec'h en Europa an dedenn evit barzhoniezh ha kontadennoł ar bobl. Dont a reas ar prederour alaman Herder, da gompren e oa aze ur skod sevenadurel nevez. Mont a reas betek embann e kav ar gwir varzhoniezh hec'h orin e mesk ar bobl. Sellet a reas dioute evel ouzh " dielloł ar bobl ". Kaset war-raok, gant al lusk deuet eus hollvedadelezh an XVIIIvet kantved, anvet e galleg " le sičcle des lumičres ", teoriennoł ar rousseauat Herder ha skrivagnerien ar Sturm und Drang a adlak ar Volkslied war wel, hag a ro splannder dezhe. Jean-Jacques Rousseau e-unan a gano meuleudi " d'ar gwerzioł kozh-se " evit o c'hened hag o blaz c'hwek.

Ma oa ken dedennet-se an dud desket gant ar c'hanaouennoł hag ar c'hontadennoł-se eo peogwir e welent enno an tu da reiń da anavezout ar boazioł kozh, ar mojennoł ha danvez o istorioł. Abred tre e vo implijet ar ger " poblek " evit ar c'hanaouennoł-se. Ret eo kompren an diforc'h a oa etre an dud desket-se hag ar re a oare ar c'hanaouennoł. Koulskoude e teuint da gompren ne oa ket da rannań, ar pezh a gane an dudjentiled hag ar vourc'hizien eus un tu hag ar rummadoł all eus un tu all : merc'hed, bugale, peizanted, kenwerzhourien, klaskerien-vara, marc'hadourien...

E bro Frańs, didan an anv " celtomanie " e vo kavet ur bodad tud. Daoust d'e venozioł, ha d'e vartezeadennoł e vo kavet ennań egin adginivelezh vreizhat an XlXvet kantved : e-kichen an enklaskoł sistematek war ar yezhoł keltiek e tiwan neuze un dedenn tostoc'h ouzh ar wirionez evit Breizh.

Evit gwir, diwar impalaeriezh Napoleon oa savet mojenn un impalaeriezh keltiek an amzerioł kentań. E-mesk ar re a gasas an emsav-se war-raok, en em vodas gouzieien ha lenneien zo evit ar wech kentań e framm an Académie celtique d'an 30 a viz Meurzh 1805. Cambry hag a oa ezel eus ar bodad labour-se, a oa bet karget gant ar velestradurezh da renabliń pinvidigezhioł departamant Penn ar Bed. War an digarez-se en em didenno evit ar c'hanaouennoł kozh hag evit gizioł an dud.

Gant an aotroł de La Rue e oa bet embannet ul levr : " Recherches sur les ouvrages des bardes de la Bretagne armoricaine ". Diwar neuze e yelo un nebeud tudchentil da glask " gwir kanaouennoł ". Evite e oe bet savet ar c'hanaouennoł-se diwar darvoudoł bet gwechall, ha deut betek bremań a red da red. En o zouesk e kavomp tud evel Aymar de Blois, an itron de Saint Prix, Jean Marie an Houerou pe Emile Souvestre. Klask a reont, adalek ar bloavezh 1830, reiń da anavezout d'ar muiań posupl a dud, danvez ar barzhonegoł-se. Souezhus awalc'h eo gwelet e teuio livourien da Vreizh d'ar mare-se ivez.

Kervarker : diskuilhadenn hon binvigigezh.

D'ar mare-se, d'ar 7 a viz Gouere 1815 e oa ganet Théodore-Claude-Henry-Hersart de La Villemarqué. Mab e oa da (b)Pierre-Michel-Franēois-Marie-Toussaint-Hersart de La Villemarqué e dad, ha Marie-Ursule-Claude-Henriette Feydeau, e vamm. Desavet e vo etre Kemperle, lec'h ma oe ganet, ha maner ar Plessix war barrez Nizon. Mont a raio adalek an oad a dek vloaz da ober e studi ha da skolaj ar jezuisted e Santez-Anna-Wened da gentań, da gloerdi Gwenrann goude, evit dont da dremen e vachelouriezh da Roazon ha mont da Bariz da " l'école des Chartes " er bloavezh 1833.

Diouzhtu ma tegouezh e Paris e ra anaoudegezh gant Bretoned yaouank evel ar breudeur Courcy, Aurelien de Courson, Auguste Brizeux, markiz Ploeuc pe Emile Souvestre. D'ar c'houlz-se e teu ar c'hoant dezhań d'ober war-dro al lennegezh, dreist holl barzhonegoł Breizh ha re Bro-Gembre.

Ober a raio ur veaj e Breizh-Veur hag e Bro-Gembre er bloavezh 1838, gant ur strollad Bretoned. Karget e oe bet gant minister an deskadurezh evit " mont da studial yezh ha lennegezh Bro-Gembre hag o darempredoł gant ar brezhoneg hag e lennegezh. Ivez evit studial dornskridoł Bro-Gembre a oe e levraoueg ar jezuisted e Oxford ". E eisteddfod Abergavenny e vo digemeret ar Vretoned evel gwir vreudeur. An doare ma vo kaset an traoł, ar prizioł a vo roet evit an embannadurioł, ar plas a vo reit d'ar muzik hag d'ar varzhoniezh a blijo kalz dezhań.

E bloavezh 1839, c'hwec'h vloaz goude bezań erruet e Pariz, e vo embannet ar Barzaz-Breiz evit ar wech kentań, e stumm daou levr e ti Delloye e Pariz. El levr embannet gant e vab e 1908 " La Villemarqué, sa vie & ses oeuvres ", e vez meneget un embannadur all, e doare ul levr hepken, hep anv eus an oberour, eus kanaouennoł Breizh. Zoken, e oent bet embannet dindan anv Barzh Nizon, ha moulet daou c'hant skouerenn dioute. Plijus eo kavet e levr e vab, ul listenn deus ar c'hanaouennoł bet dastumet gant mamm an aotroł Kervarker.

Diouzhtu ma vo embannet ar Barzaz-Breiz e vo digemeret mat. Pennadoł meuleudi e vo embannet kenkoulz e kazetennoł Bro C'hall ha broioł estren. Troet vo al levr e meur a yezh adalek neuze. E 18451 , a vo ret da Gervarker astenn an eil embannadur eus teir ganaouenn a dregont. Diwar e embann diwezhań, e 1867, e savo bec'h. Lod a lavar eo faos danvez al levr, lod all a lavar na ouia ket Kervarker Brezhoneg.

Er bloavezh 1964, pa vo kavet lod eus ar skridoł, hag al labour kaset da vat gant Donatien Laurent, e adkavo Kervarker un tamm eus ar gred n'oa kollet. Diskouez a reont e oa Kervarker gouest da skrivo ar c'hanaouennoł-se diwar glevet e ne vern pesort korn eus Breizh. Diskouez a reont ivez e oa bet dastumet gantań e-unan, ar pezh a raio danvez ar Barzaz-Breiz. Evitań, evel kalz a dud d'ar c'houlz-se e oe dibosupl embann ar c'hanaouennoł-se evel ma oent. Klask a raio o gwellaat, mont a raio betek o c'hempenn, ha betek skrivo traoł nevez.

Deus an tu all e weler penaos e oa chalet gant dazont ar brezhoneg. Klask a raio unvaniń ar yezh, ha pinvidikaat e vrezhoneg, hervez enklaskoł ha labourioł ar mare-se. Pa vez sellet a dost eus an eil embannadur d'egile, e vez gwelet levezon, menozioł an amzer-se. War digarez pinvidikaat, e vez diskaret traoł koshoc'h, pe adgwelet framm ar yezh. En destenn gentań e vez gwelet eo tostoc'h ar brezhoneg deus ar pezh a vize kanet. En e rakskridoł e komz eus pezh e vize mat evit amzer da zont ar brezhoneg. Komz a ra deus ul lizher bet kaset dezhań gant an aotroł Gonideg, un tamm a-raok mont da Vro-Gembre er bloavezh 1838. " Un deiz a vo gallet implij gwir gerioł brezhoneg, evit Bretoned, ha tamm ha tamm, evel e bro Gembre e vo kaset maez deus ar yezh, ar pezh a zo bet kemeret diwar ur yezh estren. Gwelet a ran se war hir dermen, me ma unan na welin ket an dra se, met c'hwi kazi sur e welo ". Marv oa an aotroł Gonideg benn 'oa deut Kervarker war e giz deus Bro-Gembre.

Gant embannadur 1867 hag an tabut savet diwar-benn gwirionez danvez ar c'hanaouennoł, en em lako kalz a dud da zastum kanaouennoł ar bobl, hag evit pell. En o zouesk Franēois-Marie Luzel, Anatole ar Braz, Bourgault-Ducoudray, Franēois Cadic, Loeiz Herrieu, evit Breizh-Izel, Adolphe Orain, Paul Sebillot, evit Breizh-Uhel, ha tostoc'h deuzomp, Claudine Mazéas, Donatien Laurent, kevredigezhioł evel Dastum pe la Boučze, ha kalz a re all.

Ur c'hantved-hanter goude embannadur kentań ar Barzaz-Breiz, peseurt darempred a chom evit ar ganerien hag en enklaskerien a vremań ?



Levrioł bet lennet:

  • La Villemarqué, sa vie & ses oeuvres, Lafolye, Vannes, 1908.
  • Francis Gourvil, Théodore-Claude-Hersart de La Villemarqué et le Barzaz-Breiz, Imprimerie Oberthur, 1960.
  • Donatien Laurent, Aux sources du Barzaz-Breiz, Ar Men, 1989.
  • Jo Rio, préface aux Carnets de route de Yann-Fańch Kemener, Skol Vreizh, 1996.
  • Anne-Denez Martin, Itinéraire Poétique En Bretagne, L'Harmattan, 1995.
  • Anne-Denez Martin, Entretiens, Yann-Fańch Kemener, Avril 1999.
  • D.Laurent, F. Postic, P. Prat, Les Passeurs De Mémoire, Ass. du Manoir de Kernault, 1996.
  • Per Denez, Le Barzhaz Breizh, Coop Breizh, 1997.






Amzer ur gomz adkavet !

Ar ganerien gozh am eus bet an enor da anavout, bet ganet a-raok ar c'hantved-mań ha bet desket e brezhoneg hepken a gane evel ma veze graet a viskoazh.

Evite eo bet pouezus-tre ar bloavezhioł 50. Goude brezel 1914, berzh ar stolladoł muzisianed savet war skouer muzik Paris hag an dańsoł daou-ha-daou en doa lazhet kement doare all da gano pe da zańsal. Gwall dibaot e veze klasket ar ganerien. Gant ar brezel diwezhań, an diaesterioł hag an holl draoł difennet e voe adkavet o roll da vat gant ar ganerien-se : reiń plijadur d'an dud, gant un ton, ur ganaouenn, ur gontadenn pe un dańs. Gant festoł-noz ar bloavezhioł 50, adsked eus kevredigezh a-raok ar brezel, e vo lakaet en dro diouzh ar c'hiz kement a c'hell diduiń : kanaouennoł da zańsal, da selaou da vezań savet war ar prim, c'hoarioł a bep seurt. D'ar mare-se, war digarez konkourioł a beb seurt, e servijo kanaouennoł ar re gozh da skouer evit mont da zastum.

Er bloavezhioł 70 e c'hallo ar ganerien yaouank ober o mad eus an teńsor bras-se bet enrollet gant tud koshoc'h evite. An danvez prezius-se, a ziskouezo deomp hent ar c'han : tonioł, ar stumm, ar mod d'ober gant e vouezh, pinvidigezh un destenn gant he rimoł hag he c'hlotennoł. Lod deusomp en deus bet ar chańs bras da vezań heńchet gant " ur mestr ", da laret eo, n'eo ket hepken kaout danvez kanaouennoł, met dreist-holl kaout plijadur da ganań war 'n dro en ur lakaat ar re all da zańsal.

Hiziv e c'hall ar re yaouank kavout meur a zoare da zeskiń ha da welaat o stumm : enrolladennoł, filmoł, stajoł kanań, sonadegoł a bep seurt, ha kejań gant doareoł sonerezh all. Daoust ha ma ne vez ket kuzhet un tamm eus ene ar c'hanaouennoł-se, koulskoude ? Er c'heńver-se e teu ar sońj din deus pezh a lavare ar c'haner bras Emmanel Keryann " enrollań a ret kanaouennoł, adskrivań a ret anezhe, filmań a ret, gallout a rit selaou anezhe pe po c'hoant, met piv desko deoc'h kanań ? ".

Maz eo heńvel a-walc'h pezh a vez kanet hiziv deus danvez ar c'hanaouennoł bet dastumet gant an aotroł Kervarker, penaos 'vo kont a-benn arc'hoazh ? Muzik Breizh, awenet gant ar c'hanaouennoł hengounel, a vez c'hoariet e pep lec'h deus ar bed. Evit-se a zo lec'h da vezań sur, bevań a raio. An temoł sonerezh a gendalc'ho da vagań sonaozadurioł en dazont. En desped da ze, dazont ar c'han, ken liammet diouzh hini ar brezhoneg, a zo en arvar en gwirionez. Niver ar vrezhonegerien o vont war nebeutaat hag ar yezh o vont war baouraat a zo kaoz da gement-mań. Ar grouidigezh en em vaga gant ur yezh pinvidik, soutil ha leun a arlivioł, pen c'ha, hiziv an deiz, an tech tu kontrol.

Hon doare kanań hengounel, par d'an doareoł-all a gaver bremań, a chom bepred ur skouer evidomp hag evit personelezh hon bro. Lakaat barzhoniezh hon bobl war wel, dre ar bed, e roas da anavout anezhi gwelloc'h c'hoazh. Evel enklaskerien e vare, e bal kentań a oa lakaat dre skrid ar pezh a gleve. Hiziv, en tu all d'ar skridoł ha tout pezh e c'heller kavout, daoust hag eń e vefomp gouest da adgounit ar gomz-se da gas 'ni pelloc'h ?



Yann-Fańch Kemener.

E stumm nevez ar Barzaz-Breiz-mań e vo kavet kalz a draoł ouzhpenn. Chom a ra stag deus embannadur diwezhań an aotroł Kervarker. Kavout a riet en tu all :
  • evel en embannadurioł kentań, ar brezhoneg fas d'ar galleg,
  • troidigezhioł gallek deus lod deus ar c'hanaouennoł,
  • tonioł muzik en eil embannadur, kempennet evit bout kanet gant ar piano.
  • rakskridoł an embannadurioł kentań.

Graet eo kement-mań evit kompren pal an aotroł Kervarker, ha reiń da anavout lod deus an testennoł na gaver ket ken.

Embannadurioł pouezusań levrioł an aotroł Kervarker :

  • Le Barzaz-Breiz ( Delloye, 1839, Franck, 1845, Perrin, 1867)
  • Contes populaires des anciens Bretons (Coquebert, 1842)
  • Avenir de la langue bretonne (introduction des Kanaouennou Santel, Prud'homme, 1842)
  • Essai sur l'histoire de la langue bretonne ( préface du dictionnaire de Le Gonidec, Prud'homme, 1847)
  • Počmes des Bardes Bretons du VIe sičcle (Renouard, 1850)
  • La Légende Celtique (Prud'homme, 1859)
  • Le Grand Mystčre de Jésus (Didier, 1865)
  • Počmes bretons du Moyen-Age (Didier, 1879)

[Haut de la Page]

 
 
© Paris-Brest.com, 2003-2005